Kloerdi

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Brest, dor ar c'hloerdi, XVIIvet kantved.

Ur c'hloerdi zo ur skol ma vez desket an danvez-beleien gatolik, anvet ivez kloareged pe kloer. Daou seurt a zo:

  • ur c'hloerdi bihan a zo ur skol eil derez (skolaj, lise) ma roer deskadurezh d'ar yaouankiz, en sell da gas anezhe d'ar c'hloerdi bras goude
  • ur c'hloerdi bras a zo ur skol-uhel ma vez desket ar vicher a veleg.

Ar c'hloerdioù zo deuet war wel adal ar 17vet kantved, da heul un dekred statudet gant Sened-Meur an Iliz katolik roman dalc'het e Trento (1545-1563). Betek neuze, e veze stummet an dañvez-beleien er skolioù-meur, e-giz ar vedisined hag an dud a lezenn (an holl aotrouien o saeoù du). Padal, deuet e oa ar skolioù-meur da vezañ kontammet gant ar menoioù nevez oc'h elbikat ouzh beli Rom. Sant Charlez Borrome (1538-1584) an hini oa a grouas ar c'hloerdi kentañ en eskopti Milano.

Betek er bloavezhioù 1970 e oa ur c'hloerdi bihan da vihanañ e pep eskopti, hag ur c'hloerdi bras ivez. Abaoe ar bloavezhioù 1980 n'eus ket a gloerdioù bihan ken, ha ne vez nemet ur c'hloerdi bras e pep arc'heskopti.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy